Setu ur mare nevez evit ar gazetenn embannet gant Keit Vimp Bev abaoe 2005 : ur skipailh nevez, ur vaketenn nevez ha c’hoantoù nevez. Gant ar spi e plijo d’an holl lennerezed ha d’an holl lennerien evit mont war-zu an niverenn 1000 ! Neuze e teu Nikolaz Gourvenneg, adalek an niveren 900, da vezañ kenurzhier ar gazetenn – a vez maketennet gantañ ivez. Ha Manon Deniau, kazetennerez a-vicher, a zo o paouez bezañ tutaet gant ar gevredigezh evit skrivañ pennadoù.
Muioc’h a ditouroù a c’heller kavout e lec’hienn ar gazetenn : www.ya.bzh