Deskrivadenn
Here 1944. Diaesoc’h-diaesañ d’an arme alaman chom mestr war ar vro. Un tamm e pep lec’h e krog an dud da sevel a-enep dezho. Krogadoù taer. Enebiezh. Hag, e-kreiz an daolenn griz-se, daou zen. Mignoned int bet gwechall. An darvoudoù o deus lakaet anezho da vezañ enebourien. Ha gellout a raint dont a-benn da lakaat o mignoniezh da drec’hout war fallagriezh ar brezel ?
Yann-Fañch JACQ en deus skrivet 10 levr evit an dud deuet hag un 20 bennak evit ar re yaouank, ha gounezet gantañ meur a wech ar Priz ar Yaouankiz. Kelenner war ar brezhoneg eo e skolaj Diwan ar Releg hag el lise Diwan Karaez. Skrivañ a ra reoliek evit ar sizhuniek Ya! hag a gustum kenurzhiañ ouzhpenn. http://yabzh.com/
2005 – 192 p. – 11 x 18 cm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.