Deskrivadenn
Mammig Panda ne gav diskoulm ebet da herzel ouzh he gwaz da roc’hal e-pad an noz. Skuizh-divi eo-hi. Penaos e c’hello kavout an tu da ziskuizhañ a-benn ar fin ?!
Tresañ a ra Tataninig goude bezañ kroget gant an oberenn « Les lavandieres de la nuit » gant Anatole Le Bras. Da c’houde e tiskrog un diplom en arzoù e Naoned, er skol Pivaut. Labourat a ra evel grafourez e bed ar moulañ e-pad un dek bloavezh bennak. Met dont a ra c’hoant dezhi mont pelloc’h. Diskoueziñ a ra he labour war marc’hadoù an artizaned, sevel a ra frizennoù ha tresañ a ra albomoù evit ar yaouankiz (Lizher Malo – KVB, 2011). http://tataninig.blogspot.com
2012, dastumad Kentañ Lennadenn, 24 p., ment 200×200 mm.
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.