Deskrivadenn
E Brest eo ganet Maïwenn Morvan hag e Brest eo distroet goude 8 bloazhvezh o labourat en Azi (Bro-Dhailand ha Bro-Chin). Kelennerez eo war ar galleg evit an estrañjourien. E touez kalzig a draoù e plij dezhi lenn, ober tai chi ha dizoloiñ traoù ha tud nevez. Skrivet he deus ar romant «Buhez prevez Lola P.», bet embannet gant Emgleo Breiz e 2010 ha Fake in China e 2017 evit Priz ar Yaouankiz, ti Keit Vimp Bev.
Ganet e-barzh ur bourg e-kichen Amos, en Abitibi-Témiscamingue (Bro-Gebek), Lydia Fontaine Ferron zo entanet buan-tre gant an tresañ. Kenlabouret he deus war ur film-berr treset gant ONF pa oa oc’h ober studioù war an tresadennoù-bev e Collège Boréal. D’ar poent-se he deus kroget he micher troet war an tresadennoù, ar c’hoarioù video hag ar bannoù-treset.
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.