Deskrivadenn
E 1916 en em savas Iwerzhoniz zo a-enep brasañ impalaeriezh ar bed evit ma adkavfe o bro he frankiz. Flastret e voent. Disprizet e voent. Nebeut amzer goude e voent trec’h. Yann Floc’h, ur soudard gloaziet kriz, a gemero perzh en darvoudoù-mañ en desped dezhañ.
Savet en deus Jakez-Erwan MOUTON un toullad mat a levrioù en o zouez « Mignoned d’ar Sklaved », « Katrina », « Tangi hag ar merien », « No pasaran » ar bloaz paseet ha reoù all c’hoazh ; levrioù bet kemeret perzh e Priz ar Vugale pe Priz ar Yaouankiz, alies e liamm gant an istor, o kinnig darvoudoù a c’hoarvez pell eus amañ pe en ur bed all zoken.
2014, Dastumad Priz ar Yaouankiz, 42p., Ment 110×180 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.