Deskrivadenn
Reuz bras a zo e-ti ar roue hag ar rouanez. Leñvañ a ra ar briñsez ken e leñv. Met den ne anavez abeg he zristidigezh. A-benn nebeud e vo beuzet ar c’hastell gant he daeroù !
Ganet eo Blanca Bk e Zaragoza, e 1974. Tresañ ha skeudennaouiñ a blij dezhi kalz abaoe m’eo bihan. E Skol an Arzoù (Escuela del Arte) Zaragoza eo bet o studiañ, met daoust da se e soñj dezhi bezañ desket ar brasañ eus he micher hec’h-unan penn. Ouzhpenn dek istor he deus skeudennaouet c’hoazh, lod anezho a zo bet troet e yezhoù all zoken. Kerkent ha m’eo posupl e tiskouez Blanca Bk he labour, meur a wech eo bet priziet. Kelenn a ra ivez an arzoù-plastik d‘ar vugale. An tresañ hag al livañ a zo “bepred, bepred, bepred” (diouzh he lavar) un doare da gaout pliadur, kement-mañ en ur vouskanañ eürus !
Jesus Aznar a zo ganet e Zaragoza (Aragon) ivez, e 1971. Stlennegour a vicher, gitarour diwalc’h ha skrivagner ivez a-wechoù. Goude ganedigezh e vab Jorge en doa dizoloet Jesus pegen aes e oa dezhan ijinan kontadennoù bemnoz. Ne blij ket dezhañ komz dirak an dud koulskoude, ha pa stag da vouskanañ un ton bennak e ra goustadik, gant an aon direnkañ ar re all. Meur a levr evit ar vugale en deus embannet c’hoazh.
2012, dastumad Bihan-Bihan, 24 p., ment 200×200 mm.
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.