Deskrivadenn
Morlaerez eo Gwenn. Gant Renan, ar c’habiten, e sav e-bourzh Al Louarn, asambles gant dek mignon all. E Gwadeloup, e mor Karaiba, e vo skrapet Gwenn.
Da-heul Gwenn, ar vorlaerez (KVB, 2019) e teu al levr-mañ.
Petra eo ar rummad Aes da lenn ?
Ur rummad levrioù skrivet evit an deraouidi ! Istorioù berr evit an dud deuet, gant sikour a-hed al lennadenn : gerioù displeget ha kemmadurioù lakaet war wel evit aesaat ar gomprenidigezh.
Goulc’han Kervella ‘zo ur skrivagner, dramaour, aktour ha leurenner breizhat ha brezhoneger, ezel eus Strollad ar Vro Bagan. Deuet da vezañ komedian a-vicher e 1982, skrivet ha krouet e deus ur bern pezhioù-c’hoari asambles gant Strollad ar Vro Bagan e galleg hag e brezhoneg. Labour a ra kalz gant ar skolioù.
2021 – RummadAes da Lenn – 52 p. – 11×18 cm – Kein karrez peget – Golo gwevn
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.