Deskrivadenn
Loeiza, ur grennardez eus ar C’hreiz Breizh, a rank mont pell ouzh he rannvro rak dibriedet eo he c’herent ha divizet he deus he mamm mont da vMayotte. Diaes eo da Loeiza en em voazañ eus ar c’hornig-se deus Afrika. Dre chañs e kav ur vignonez, Nakchami, ur plac’h a oad ganti. Dibaper eo mamm Nakchami, ha paour-razh ivez.
Dizoloeiñ a ra Loeiza pegen start eo buhez ul lodenn vras eus tud an enezenn “c’hall” ha ret ‘vo dezhi skoazellañ he mignonez pa vo laeret he jederez ken talvoudus diganti.
Ar skrivagner
Ganet eo bet Laurence Lavrand e Kemper ha bevet he bloavezhioù kentañ e Kast. Kostez Kemper eo bet skoliatet hag aet da Vrest goude he bachelouriezh. Eno he deus heuliet studioù war al lennegezh hag eo deuet da vezañ kelennerez e skolajoù pe liseoù a bep seurt e Penn-ar-Bed a-raok
mont da ziellerez. Ganet dezhi pevar bugel. Kroget eo da skrivañ barzhonegoù pa oa yaouank-flamm ha goude he deus dizoloet bed ar romantoù evid ar yaouankiz. Skrivet he deus tro 12 levr, bet embannet e galleg pe e brezhoneg. Chañs he deus bet gant he micher p’eo aet da vMayotte ha bevet eno e-pad 6 bloaz. Levezonet eo bet gant ar bed nevez dizoloet-se da skrivañ romantoù all.
2015, Priz ar Yaouankiz 2016, 98 p., 110×180 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.