Deskrivadenn
Ur vallozh kriz a zo kouezhet war ar Vaskervilled a zo o chom en ur maner kozh digenvez e-kreiz lannegoù. Pa zifoup ur c’hi diaoulek, e Ankoù gantañ. Marv Sir Charles hag ar yudadennoù a vez klevet a-wezhoù o tont eus ar geunioù a vag ar vojenn. E Londrez, Sir Henry Baskerville, pennhêr Sir Charles, a resev ul lizher dizanv gourdrouzhus. Evelato, emañ o vont da Baskerville Hall asambles gant Aotrou Watson, keneil feal Sherlock Holmes, da ziwall ar baron yaouank.
Sir Arthur Conan Doyle a oa ur skrivagner ha medisin eus Bro-Skos e-kerzh an XIXvet hag XXvet kantved. Hemañ en doa skrivet kalz a romantoù-berzh (« Ar bed digenvez », e 1912), hag eo anavezet e pep lec’h evel krouer tudenn Sherlock Holmes, enklasker e Londrez, a zo « Ki ar Vaskervilled » e droioù-kaer ar brudetañ.
Troet gant Olier Biguet, 2011, 272 p., ment 110×180 mm.
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.