Katrina

5.00

Ar thriller-se, savet goude tremen ar gorventenn Katrina, a zispleg un darvoud gwir. Setu un doare nevez da welet pegen kriz e c’hell bezañ ar vuhez evit ar re baourañ, hiziv an deiz, er Stadoù-Unanet.

50 er stok

ISBN: 2-86824-092-5 Rummadoù : , , Product ID: 1473

Deskrivadenn

“C’hoant am eus sevel ma mouezh. Dezho da gaout aon, c’hwen en o loeroù. Dezho da vezañ diskaret, an eil goude egile. Int, an holl dud hag a zo kiriek eus an drajedienn-mañ. Va zestamant e vefe, a-raok ma kuitafen ar bed-mañ.”

An thriller-se, savet goude tremen ar gorventenn Katrina, a zispleg un darvoud gwir. Setu un doare nevez da welet pegen kriz e c’hell bezañ ar vuhez evit ar re baourañ, hiziv an deiz, er Stadoù-Unanet.

Ganet eo bet Jakez-Erwan MOUTON e Sant Malou, e 1957. Eno en deus tremenet ur bugaleaj eürus. D’an oad a zaouzek vloaz eo kroget da zeskiñ brezhoneg e-unan. Graet en deus e studioù uhel e Skol-Veur Roazhon, war ar saozneg ha war ar brezhoneg. Er bloavezh daou vil en deus tapet ar C’hapes saozneg-brezhoneg ha c’hoazh ur Master e brezhoneg. Tremenet en deus ur bloavezh e Bro-Gembre evel « French assistant » hag ur bloavezh all e Bro-Skos, e King’s College, evel lenner. Kelenner istor eo bremañ en un hentenn divyezhek, e skolaj Sant Stanislas Lokournan-Leon. Atav hag a-viskoazh eo bet trelatet gant ar mor. Pa vez brav an amzer e plij dezhañ mont da gayakiñ e-unan pe neuial. A-hent all e ra yoga hag e lenn forzhik : levrioù istor dreist-holl. Skrivañ a ra kazi bemdez hag e brezhoneg dreist-holl.

2007 – Priz ar Yaouankiz – 54 p. – 11 x 18 cm

 

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.0570 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.