Deskrivadenn
Ganet eo Derib e Suis e 1944. Kregiñ a ra e vicher o «schtroumfañ» gant Peyo e Brussels. Entanet eo gant bed an Amerindianed, ha krouiñ a ra avañturioù Yakari, ar Sioux bihan, war senario Job (labouret en doa gantañ war Pythagore).
Krouiñ a ra e 1972 penn-kentañ un oberenn personel kenañ : ar stirad Buddy Longway. Gant an heuliad-se e c’hounezo Derib Alfred ar gwellañ tresour e 1978 ha priz ar stirad wellañ e 2005 gant festival Angoulême. Un heuliad all a vo krouet gantañ, e div lodenn : Celui-qui-est-né-deux-fois ha Red Road. Embann a ra Jo e 1991, ur BD diwar-benn ar sida. E 1996 e komz diwar-benn an dud korvoet evit darempredoù reizhel gant Pour toi Sandra. E 2000 e skriv ur vandenn nevez diwar-benn ar yaouankiz gant No Limits, embannet gant Le Lombard.
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.