Eus an eil steredenn d’eben

6.00

Dibabet o deus daou zen yaouank kuitaat o bed urzhiet mat evit mont da gantren dre an egor. Avanturioù fentus ha souezhadennoù diniver a vo bevet ganto.

50 er stok

ISBN: 9782-86824-183-2 Rummadoù : , Product ID: 1445

Deskrivadenn

Dibabet o deus daou zen yaouank kuitaat o bed urzhiet mat evit mont da gantren dre an egor. Avanturioù fentus ha souezhadennoù diniver a vo bevet ganto.

Paol ar Meur zo ur skrivagner brezhonek, ganet e Brest e 1960. Ur familh martoloded eus ar morlu ha micherourien eus an arsanailh e oa hini e dad. Brezhoneg a oa gant e dud-kozh a-berzh e vamm, labourerien douar e Kore. Aet da foetañ bro, e reas e soñj rentañ kont eus e veajoù niverus e brezhoneg, ur yezh desket gantañ er skol-veur ha dre lizher. Aet eo war ar vicher fakteur e kêr e vugaleaj war-lerc’h bezañ bet sammer e-barzh tier-post e Pariz. Troet en deus kentelioù istor ha geografiezh evit bodadoù eil derez Diwan. Ezel eo eus an UDB (etre 1977 ha 1984 hag, adarre, abaoe 1997). Skrivañ a ra ingal pennadoù, liesseurt o danvez, e meur a gelaouenn vrezhonek, Al Lanv, Bremañ, Pobl Vreizh…

2013, dastumad Priz ar Yaouankiz, 87 p., ment 110×180 mm

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.1000 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.