Emgannoù Duncan O’Hara

5.00

Bloavezh 1341. Deuet eo Duncan da Vreizh evit adkavout roudoù e dad hag evit sikour ar Vretoned feal da Yann Monforzh en o stourm a-enep da Charlez Bleiz. Ha da heul Duncan, Luigi ur brezelour kozh ha Sinead un hudourez yaouank. Da stourm he do, hi ivez, ouzh Roy Black, an hudour kriz.

70 er stok

ISBN: 978-2-86824-113-1 Rummadoù : , Product ID: 1433

Deskrivadenn

Levr kentañ “Troioù-kaer Duncan O’Hara : Emgannoù Duncan O’Hara, Abati an Aon, Avalon.

Bloavezh 1341. Deuet eo Duncan da Vreizh evit adkavout roudoù e dad hag evit sikour ar Vretoned feal da Yann Monforzh en o stourm a-enep da Charlez Bleiz. Ha da heul Duncan, Luigi ur brezelour kozh ha Sinead un hudourez yaouank. Da stourm he do, hi ivez, ouzh Roy Black, an hudour kriz.

 

Deuet eo a-benn Pierre-Emmanuel Marais da fardañ deomp ur rekipe saourus : mesket en deus daveoù istorel ha lec’hioù anavezet gant ul lodenn faltazi, servijet deomp war ul lusk lañsus. Lennet e vez hep diskregiñ.

Ganet eo Pierre-Emmanuel MARAIS e Naoned hag eno ‘mañ o chom c’hoazh. Brezhonegerien eo e vugale, egiztañ. Skrivañ a ra e brezhoneg hag e galleg. Embannet en deus 5 levr evit Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz : Ronan ar c’horrigan, Deomp Slowly ha Troioù-kaer Duncan O’Hara (I, II, III). Un nebeud danevelloù savet gantañ a zo bet embannet e-barzh Al Liamm ha ganto eo bet ivez embannet Alje 57 ha Divemor.

2008 – Priz ar Yaouankiz – 88 p. – 11 x 18 cm

 

 

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.0910 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.