Distaol

Dindan selloù Grallon

Original price was: €12.00.Current price is: €7.00.

Iliz-Veur Kemper. A-hed an devezh e vez tud paseal en he c’hichen hep teurel pled outi. Kalz a ditouroù a vo kavet diwar he fenn el levr « Dindan selloù Grallon », istor ur paotr yaouank a ya da weladenniñ an iliz-veur gant e dad-kozh. Hemañ a gont d’e vab-bihan un darvoud souezhus a oa c’hoarvezet pell zo… Al levr-mañ a zo anezhañ e galleg ivez : Sous le regard de Gradlon.

294 er stok

ISBN: 978-2-86824-189-4 Rummadoù : , , Product ID: 1193

Deskrivadenn

Christophe Babonneau – Paotr ar munudoù. Treset en doa dija, en un doare gwirion-tre, ur bern poltredoù loened bet embannet evit ar skolioù. Treset en doa ivez « Lizherenneg al Lutun Glas ». Paotr ar Grennamzer. Mare ar varc’heien, ar c’hestell-kreñv hag ar c’hoadoù burzhudus a blij dezhañ, spontus. Paotr ar vugale. Sevel istorioù evit ar vugale, evel « Troioù-kaer Rouzig » pe « Naggeneen » a rafe a-hed an deiz, ar pezh zo unan eus e blijadurioù.

Laurence Lavrand – Dreistmuzul eo hec’h ijin. Gouest eo da skrivañ romantoù evit an dud gour (« Heol, mor ha muntr ») hag evit ar grennarded (« Bec’h war ar c’helenner »), met ivez traoù berroc’h evit ar vugale,« Ibou hag ar geriadur burzhudus » pe c’hoazh « Ouali hag ar c’hi skarlek ». Amañ e cheñch danvez ha stumm-skrivañ evit kinnig deomp un istor gwriziennet-mat e buhez ar gizellerien mein.

Philippe Bonnet – Paotr an iliz-veur eo. Plijet eo bet gant ar raktresha sikour a ra — digoust — dre degas div bajennad a skridoùhag a ditouroù evit ma vo komprenet gwelloc’h c’hoazh gant ar vugale penaos e oa bet savet an iliz-veur.// 2012, 36 pajenn, ment A4, al levr-mañ a zo anezhañ e galleg ivez : Sous le regard de Gradlon.

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.5000 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.