Deskrivadenn
Vakañsoù an Hollsent. En hent emañ Fili evit adkavout e vamm e bro an Dogoned, er Sahel. Trouz brezel zo ahont, ha gwasoc’h c’hoazh gourdrouzet eo ar vro gant ar sec’hor… Daoust ha perak e vo degemeret ar skolajiad e Yendouma gant pennoù brasañ ar blanedenn ha gant mistri ar maskloù sakr ?
Ganet eo bet Paskal Hervio e 1962. E Lanniliz emañ o chom. Anavezet eo eñ hag e verc’hed e Strollad ar Vro Bagan ha kemer a ra perzh e buhez ar skolioù e brezhoneg en e vro. Troidigezh al levr “Ar blouked” skrivet gant Youenn Cóic a zo bet graet gantañ.
2013, dastumad Priz ar Yaouankiz, 66 p., ment 110×180 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.