Deskrivadenn
Ur mil bennak a elfed a oa deuet d’o sikour da stourm ouzh ar warded o stankañ dezho an hent. D’ar poent-se eo e roas ar sorserez urzh d’ar wazed strobinellet ganti da vont d’en em gannañ.
Heroic fantasy e Breizh : penaos kompren e vez holl baotred ar vro o steuziañ kuit ? A-drugarez d’ur plac’h, Awen, e vo diskuliet sekred bed Alastaaïr.
Ganet eo bet Klervi Ily e 1989 e Brest. Tremenet he deus he bugaleaj e Penn-ar-C’hran. Skrivet he deus Bed Alastaaïr pa oa e Termen el lise Diwan e Karaez. Goude un aotregezh war ar brezhoneg en UBO hag ur master war an touristelezh he deus choazet mont da vevañ e Galway e bro Iwerzhon, lec’h he doa tremenet c’hwec’h miz en Erasmus.
2007 – Priz ar Yaouankiz – 72 p. – 11 x 18 cm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.