Deskrivadenn
Evit deskiñ al livioù, deuit e-barzh bed ar c’hwezigelloù !
Ar skrivagner – Yann-Fañch JACQ en deus skrivet 10 levr evit an dud deuet hag un 20 bennak evit ar re yaouank, ha gounezet gantañ meur a wech ar Priz ar Yaouankiz. Kelenner war ar brezhoneg eo e skolaj Diwan ar Releg hag el lise Diwan Karaez. Skri- vañ a ra reoliek evit ar sizhuniek Ya! hag a gustum kenurzhiañ ouzhpenn. http://yabzh.com/
An dresourez – Ganet eo Géraldine Hary e Naoned e 1977. Kresket he deus Liger-Atlantel. Labouret he deus er skolioù hag evit un oaled evit ar vugale e Liger-Atlantel. A-bouezh eo bet al labour-se eviti. Rannet he deus he c’harantez evit an tresañ hag al levrioù gant ar vugale.
Goude-se eo erruet e Brest. E-pad he ehan kerentel evit eil bugel ar familh he deus Géraldine adkroget gant al livadur. Lennegez, skrivadur, tresadennoù, bugale… Ur raktres a oa o tont er-maez !
E miz Genver 2009 he deus choazet Géraldine da vezañ skrivagnerez, tresourez ha livadurez a-vicher. Embannet he deus istorioù e-barzh Rouzig ha graet he deus war-dro kartennoù-hetoù.
« Les racommodeuses des cœurs déchirés » zo he c’hentañ albom evit ar re vihan, embannet ti Les Petits Pas de Ioannis. E 2012 he deus choazet krouiñ he zi-embann « Les éditions P’tits Baluchon ». 5 bloaz goude, echu gant ar raktres-se ha krog a ra en-dro Géraldine gant ar studioù, war ar brezhoneg ar wech-mañ ! 2 levr a vo embannet ar bloaz-mañ e ti Keit Vimp Bev : « Nag a loened » hag « Ar C’hwezigelloù ». Bevañ a ra bremañ abaoe un nebeud mizioù kostez Kemper gant he fried hag he zri bugel.
2017 – Rummad Bihan-Bihan – 20 x 20 cm – 24 p.
Selaouit an istor amañ
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.