Deskrivadenn
Emañ Halloween o tostaat hag an avel o c’hwezhañ keloù mat. Ur vuhez nevez en em ginnig da Sally ha d’he zad p’emaint o kas o malizennoù etrezek Kerlutig. Mogerioù ar savadur tort avat, a seblant mirout kevrinoù kozh. Mennet eo ar plac’h yaouank d’o dirouestlañ gant skoazell amezegez an trede estaj, hag un tammig hudouriezh. Met klask respontoù n’eo ket ur c’hoari dister, dreist-holl pa vev nepell tud ha n’ho pije ket c’hoant kejañ gante en deñvalijenn.
A-hed he skoliataerezh eo bet Loeiza an Duigou e Diwan. Ar brezhoneg hag istor an arzoù he deus studiet goude-se, e Roazhon. Er penn-kentañ eo bet ar skritur un afer a bariadenn ganti hec’h-unan, skrivañ un istor eus ur penn d’egile e yezh ar c’h, ar ch hag an ñ evel-just. Ul levrig he deus skrivet neuze, anvet Rampo, embannet gant Al Liamm. Abaoe ar prantad-se e tremen Loeiza an Duigoù hec’h amzer o c’hoari kartoù en ur evañ cappucino, hag o skrivañ ha deskiñ en ober. Fellout a ra dezhi treuzkas fromoù ha santadurioù ken kreñv hag ar re a c’heller bezañ treuzet ganto pa ‘n em souber e bed al lennegezh evit ar re yaouank, al lennegezh faltazi pe voliac’h.
Golo ha tresadennoù diabarzh gant Nathalie Almange.
Rummad Priz ar Yaouankiz
ISBN 978-2-86824-338-6
11×18 cm / 104 p.
Here 2020
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.