Ma deiziataer 🎪

Atalieroù e skol gwechall Botoa, S. Nikolaz ar Pelem

Gouel ar Wagenn vihan e Sant-Maloù

Ur paluder, ur baluderez out ! E Bourc’h-Baz

°°°

Loened : Ha laboused zo a chom kousket
e-pad ar goañv ? 🐦

Respont a ra Sandrine da glasad Diwan Louaneg.

°°°

Mat da c’houzout : balumed askellek ha rinkined-balum 🦈

Gant Lisa ha Yann-Ildut, omp aet en ur veaj e-pad mizioù e kornôg Aostralia !

Ar miz-mañ emaomp war ragenez Exmouth, anavezet evit ar rinkined-balum a c’heller nijal tost dezho, hag ar balumed askelled n’int ket pell kennebeut !

Sed’amañ ur video bamus filmet gant Lisa, gwelet a reer Yann-Ildut o neuial :

Hag amañ-dindan, ur video kaer eus ur valum gant hec’h hini bihan. Azez klet ha sell ouzh an arvest !

°°°

Aelia, sekredoù ar film ! 🐭

Marteze ‘toa bet tro da welet ar film « Aelia, al logodenn-ed » gant da skol ? Kontañ a ra istor Aelia, ul logodenn-ed bet paket er wern ma oa o vevañ evit bezañ kaset en ur vagerezh. Eno e c’hell al loenedigoù parañ* evit diorren o spesad. En ur prad e vo laosket Aelia da vont da c’houde, dieub en-dro !

Setu ar filmig-kinnig :

https://fb.watch/jHGq5V-2Os/

Ma fell dit mont da welet al logodenn-ed, laosket int bet da vont da wern Kervijen :


Afficher une carte plus grande