Ma deiziataer 🎪
Evit sellet ouzh rannoù NA PETRA’TA, klik war ar skeudenn amañ-dindan :
°°°
Levr ar miz : ali Pernelle 📚
Pernelle he deus lennet ar romant “Kele..Yer” hag e ro hec’h ali e Louarnig. Selaou ouzh an istor gant ar video amañ-dindan !
°°°
Al loened 🦌
Arvestus eo ar c’hirvi… ha gouzout a rez perak en em gann ar pared ? Setu ur goulenn savet gant Nolhan eus Felger. Respont a ra Sandrine dezhañ.
°°°
Mat da c’houzout : tok-tog-touseg ! 🍄
Luc’hus, blevek, nag iskis eo ar boudoù-bev se, ha n’int ket na loened na plantoù !
°°°
Kelaoua en ti-feurm : touzadeg an deñved e ti Nanou 🐑✂️🧶
Louarnig a oa bet o sellet ouzh an douzadeg e miz Even paset e dañvati Nanou, e Bulad-Pestivien. O sellet ouzh ar fotoioù e weli penaos ez a en-dro un devezh touzañ en ti-feurm, gant rol pep hini !
Hag ar gloan da c’houde ? Clotilde eus ar stal Bouclelaine e Landerne a oa eno evit dastum ar gloan, didouezañ evit fardañ gloan mat da stammañ da c’houde !
°°°
Evit dizoleiñ ar micher touzerez pe touzer, sell ouzh ar reportaj berr-se diwar-benn Eléonore, touzerez eus su Frañs :