Ma deiziataer 🎪
D’ar 21 a viz Even e vo gouel ar sonerezh !
Klik war ar skeudenn evit kavour roll ar gouel e Breizh ha pelloc’h !
°°°
Levr ar miz, dibabet gant Titouan 📚
War ar video-mañ e lenn ar youtuberez Maïlys Princé deomp al levr : “Tintin zo barvek he divgazel”
°°°
Al loened 🐈 ❤️🩹
Penaos e louzaouer ul loen e bav torret ? Hor medisinez-loened Sandrine a respont da c’houlenn Soledad (Skol Diwan Felger)
°°°
Mat da c’houzout : ar fallaenn loar 🌘
Sell ouzh ar video-mañ : ar fallaenn eus miz Mae filmet en un doare prim eo ! ⤵️
Gallout a rez mont d’ober un dro e lec’hienn kevredigezh Loargann ha dizoleiñ fotoioù o zeleskopoù ha darvoudoù !
°°°
Kejadenn gant SÔNGE✨
A orin eus Kemper eo an arzourez elektro ! Ha setu he c’hlip diwezhañ, a laka da soñjal en ur c’hoari video divmentek ! ⤵️
Setu ur video bet filmet ganti hec’h-unan e-kerzh ar c’hraouiñ : ur mix eo, pe meskaj (lakaat a ra tonioù sonerezh da c’hoari an eil re goude ar re all). Gallout a rez selaou ar mix-se er gêr ha dañsal war ar sonerezh !
°°°
Kampoù hañv an UBAPAR
Poent eo dit lakaat da anv evit mont da vakañsiñ e brezhoneg ! Klik war ar skeudenn :