Ma deiziataer 🎪
Miz ar Redadeg eo ar miz-mañ !
Eus an 20 d’an 28 a viz Mae e vo redet miliadoù a gilometroù gant miliadoù a dud !
Daou c’houel bras a vo, unan e Gwitreg, da vare al loc’hañ, hag unan all e Gwened, da vare an degouezh.
Gouelioù a bep seurt a vo ivez pa tremeno ar Redadeg e kerioù bihan ha bras !
Ar Redadeg : ar c’hanaouennoù trec’h ♫
“Kanaouenn ar skolioù” : Gourc’hemennoù da zDiwan Brest Gwelmeur ! 👏
Kanaouenn ofisiel
Al loened 🐿️
Da betra a c’hell tenn buhez ur c’hazh-koad ? Sandrine a respont da Louna. Un dresadenn gaer zo bet graet ganti !
Kutuilh plantoù da zebriñ ! 🌱️
Kutuilh plantoù ha bleunioù a c’heller, en nevezamzer, e kêr zoken ? Peseurt re zo aes da gavout ? Peseurt re zo blaziet-mat ?
Louarnig a ginnig rekipeoù lipous dit evit deskiñ penaos keginañ kignen an arzhed, bokedoù-ar-c’had, bleunioù melchon hag ar c’hwervizon !
Fard bombezennoù greun ! 🤲
Evit degas plantoù war lec’hioù dilezet e kêr pe kleuzioù douar, e c’hellez fardañ bombezennoù douar ha bannañ anezho !
Gant ar video-mañ e teski penaos dastum greun roz-aer evit lakaat anezho en da vombezennoù greun da c’houde ⤵️
Diskoulm c’hoari ar 7 diforc’h :
Kampoù hañv an UBAPAR
Klik war ar skeudenn evit gouzout hiroc’h ha lakaat da anv !