Al loened 🦉
Daoust hag-eñ ez eus loened ezdouarat* ? Sandrine a gomz eus Stitch en dresadenn-vev Lilo ha Stitch hag eus E.T. an ezdouarad er film brudet. Lavarout a ra deomp da beseurt loened gwir e tennont !
Ma deizataer 🎪
Lanv bras a vo a-benn nebeut ! Setu ur fichennaoueg a zispleg kalz traoù dit, gant ur reolenn evit muzuliañ ar c’hregin, kranked hag all out aotret da zastum war bord ar mor.
Ma ‘z int re vihan, laosk anezho e lec’h ‘teus dastumet anezho. Re yaouank int !
Klik evit pellgargañ ha moullañ
Hag hon-unan omp en hollved ? 🛸
Evit sevel ar goulenn-mañ eo dav sevel re all da gentañ : Ha planedennoù zo a denn d’an Douar ? Peseurt “rekipe” eo evit ma vefe buhez war ur blanedenn all ?