📣 Gant lañs eo en em gavet Louarnig 231 en da di, ha ne oa ket raktreset. Pasianted e ranki kaout enta evit gortoz Louarnig 232 e miz C’hwevrer !📣
Chom a ra plasoù e kampoù vakañsoù ar goañv gant an UBAPAR. Klik amañ !
Loened 🦉
Perak ar ar c’haouenned laboused-noz ? Sandrine a zispleg dit evit peseurt abegoù e vefe kollet-mik ar c’haouenned ma rankfent bevañ e-pad an deiz ! Galloudoù dreistordinal o deus evit bevañ ha chaseal en noz.
Laboused al liorzhoù 🐦
Klik war ar c’halvennig-c’hlas-mañ evit mont e lec’hienn Histoires de piafs, ha selaou laboused o kanañ !
Peseurt anv eo al laboused e brezhoneg ?
Kontañ al laboused 🐦
Setu ur fichenn evezhiañ e brezhoneg da leuniañ a-raok pe goude da brantad evezhiañ.:
Goude e c’helli kas ar fichenn dre bostel : enquetes-geoca@orange.fr pe dre ar post (a-raok ar 21 a viz C’hwevrer 2022) da : Géoca, Espace Keraïa, 18c rue du Sabot, 22 440 Ploufragan
Gallout a rez ivez enrollañ da zisoc’hoù e lec’hienn Bretagne Vivante war-eeun o klikañ amañ.
Ar mañjouer 🐦
Savet ‘teus unan ? Arabat disoñjal kas ur foto da Louarnig ! Da louarnig(a)keit-vimp-bev.com
Embannet e vo da foto hag ur profig a resevi !
War-eeun e mañjouerioù ar bed
Setu amañ ur webcam a film war-eeun eus Kanada, nepell eus ar Menezioù Rocky !
Aze, unan all e Republik Tchek a film e kreiz an natur : estreget laboused zo !
https://www.youtube.com/watch?v=MMbTUvSjnB4
War-eeun eus Afrika ar Su, laboused disheñvel mik eus hor re !