Kenstrivadeg !
Evit lidañ Nedeleg e profomp d’unan ac’hanoc’h ur prof kaer ! 🎁 Da c’hounit : al levr-pladenn KAN AR BED
E Louarnig miz Du (niv. 229), peseurt pobloù zo bet kaoz anezho ?
a) Europa, Oseania, Suamerika, Afrika
b) Frañs, Sina, Mec’hiko, Indonezia
ch) Tahiti, Katalonia, Kabilia, Gwarini
c’h) Polinezia, Spagn, Maghreb, Paraguay
Kas da respont a-raok ar 15 a viz Genver, dre gemenadenn (klik amañ) pe dre lizher da : Louarnig, 22 grand rue, 29520 LAZ
Skriv da chomlec’h ivez. Tennet e vo d’ar sort etre ar respontoù reizh.
Loened
An erminig a vez skeudennaouet gant blev gwenn alies. E gwirionez eo gell he blev an darn vrasañ eus ar bloaz… Sandrine a zispleg dit !
100 bro 100 giz da Nedeleg 🎄
Ar sorserez Befana, en Italia 🧙
Ar video-mañ zo ur film-berr a ziskouez ar sorserez Nedeleg o tasparzhañ ar profoù a di da di.
Ar bouc’h Nedeleg e Sveden
Setu ur video eus ur bouc’h Nedeleg o pourmen en ur marc’had Nedeleg. Estonet eo ar vugale hag an dud goshoc’h ivez ! Na te ?
Piparkakku e Finland
Na souezhus eo sevel tiez bihan e gwispid jinjembr ! Penaos e vez graet ? Setu ur video a ziskouez buan ha buan o mod d’ober.