Louarnig 245 • Meurzh 2023

Ma deiziataer 🎪

Kinnigoù all :

Hunvre Tom, arvest mojenn ha sonerezh e Kemperle

Sine-sonadeg : Nanouk, e Roazhon

°°°

Loened : ha gallout a ra ar chaseourien pakañ bleizi ? 🐺

Respont a ra Sandrine da Lil eus skol Diwan Felger.

Gwelet e oa bet ur bleiz er Menez Are e miz Mae paset, sed aze ar video :

°°°

Mat da c’houzout : baoted skantek ha rikined koural 🐢

Gant Lisa ha Yann-Ildut, omp aet en ur veaj e-pad mizioù e kornôg Aostralia !

Ar miz-mañ : bro gKarratha ! Sed amañ dindan ur video filmet gant Lisa ha Yann-Ildut o neuial tost-tre ouzh ar vaot !

°°°

Lela, raperez yaouank eus Kolombia 🎙️

Louarnig he deus bet tro da atersiñ Lela, 12 vloaz, raperez yaouank o vevañ e Bogota, ker-benn Kolombia. Emañ Kolombia e kornôg Suamerika.

Sell ouzh video-klipoù ganti !

Amañ ar video he deus graet trouz bras, er c’harr-boutin

https://www.instagram.com/reel/Cj_3CQKDydR/

Ur video gant he zad :

°°°

Bugale stered ar rap

Ganet e oa ar sonerezh rap 40 vloaz zo. Arzourien hag arzourezed du-amerikan yaouank ha donezonet a brodue o diskoù ha kasetoù dija ! Setu un nebeud anezho :

MC Lyte

Rapiñ a rae da 12 vloaz ha deuet e oa hec’h albom kentañ er-maez pa oa 18 vloaz, e 1988.  Lakaat a ra ar gaoz war ar baourentez hag ar vuhez kalet evit an dud du-amerikan er Stadoù-Unanet. Unan eus ar raperezed kentañ eo !

 

Shyheim

14 vloaz e oa pa oa deuet er-maez e bladenn gentañ, e 1994. Evel MC Lyte, e komz Shyheim eus feulster ha paourentez e lec’h bevañ. Er video-mañ e weler anezhañ o rapiñ war ar prim ! “Freestyle” a vez graet eus se.

Lil Bow Wow

Ur raper brudet er bed a-bezh, Snoop Dog, en doa gwelet ar paotrig pa oa 6 vloaz, o rapiñ en un abadenn-tele. Ober a ra “Lil Bow wow” anezhañ. Ne oa ket a-du e vamm ez afe he bugel war-zu bed ar sonerezh d’an oad ma oa. E 2000,  da 13 ans, e zeu e albom kentañ er-maez, harpet gant Snoop Dog : bec’h bras en doa graet !