Deskrivadenn
Wilhelm
E breizhoù a ra “Kalonskorn” outañ. Diseblant e chom an Herzi, koulz pa vez o chaseal euzhviled ha pa vez o c’houzañv dispriz ar re bet gwarezet gantañ. Koulskoude, p’en em gav dirak Vaeleg, muntrer e familh, e teu ar chaseour da vezañ ar paotr Wilhelm en-dro. Ha leun e galon a gounnar. Hogen deuet eo ar suner-gwad da gemenn emañ an dañjer o tostaat. Ret e vo d’an daou chaseour kenlabourat.
Evit ma vefe diskuilhet an holl sekredoù e vo ret heuliañ Vaeleg betek ar penn diwezhañ.
Eymrin
“Ar chase hag an hudouriezh a zo an div flammenn a domm kalon an Herzhi’n. Hag a dev e gorf.” Eymrin, an Tremener. Tri bloaz war-‘n-ugent a-raok ma gejfe Abzael gant Wilhelm e krogas chase Vaeleg, pa oa Abzael diskibl ar brasañ mestr-Herzhi a vefe bet : Eymrin an tremener.
Abzael
En ur vro skoet gant ar brezel e ra Vaeleg e hent, o tistruj kement tra dre ma ya. Met muntroù ar suner-gwad a unano daou enebour : p’ eo bet lazhet familh Wilhelm gant Vaeleg e vo sikouret ar paotrig gant Abzael, ur chaseour-euzhviled.
Goude bezañ bet lennet kalz-kalz a levrioù faltazi evel “Aotrou ar Gwalennoù” hag ur bern re all en deus kroget Umran ASOVAR da skrivañ un nebeud danevelloù. Setu amañ Chase Vaeleg/Abzael, e oberenn gentañ, an hini he deus roet c’hoant dezhañ da skrivañ reoù all…
Dastumad Priz ar Yaouankiz, 104 p., ment 110×180 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.