Al loened 🦉
Ur goulenn eus an nevezamzer : daoust hag e teu an holl viskouled da vezañ balafenned ? Ur goulenn vat, a lavar Sandrine, hag hi da respont !
Ma deiziataer 🎪
- Ti ar c’hoadoù a ginnig 2 gamp vakañsoù e miz Ebrel, eus an 20 d’an 22.
– E penn ar gwez
– Kevrinoù an natur
Klik amañ evit gouzout hiroc’h ha lakaat da anv ! - Enklask ar Barzhaz Breizh (mirdi breizhek)
Rinkined e Breizh ? 🦈
Gwelet ez eus bet ur rinkin tost da aod Eusa gant un den a oa o pourmen, e miz Meurzh paseet ! Savet en deus
Louarnig goulennoù ouzh Alexandra a labour en APECS* e Brest. (Association pour l’étude et la conservation des sélaciens (raeed ha rinkined).
Kontañ a ra penaos e vez lakaet balizennoù-heulhiañ (seurt GPS) war ar rinkined evit gouzout da belec’h ez eont er morioù.
Tro ‘pez da vont da vont war vor ? Chañsoù zo neuze e welfes ur rinkin pirc’hirin, a-bell !
Sell da betra e tenn o angell gein. Tenn fotoioù, pe videoioù, ha kas keloù d’an APECS !
Gallout a rez mont e darempred ganto dre bellgomz : 06 77 59 69 83 pe leugn ur formulenn enlinenn :
- Ur rinkin pic’hirin ‘teus gwelet ? => https://sondages.asso-apecs.org/index.php/668917?lang=fr
-
Ur rinkin all pe ur rae ‘teus gwelet ? => https://asso-apecs.org/Formulaire-observation-requin-raie.html
Alvan et Ahez, dao d’an Eurovision !
Sterenn Diridollou hag Alwena Le Gall, e 2010, pa oant skolajiadezed (klik evit sellet)
Marine Lavigne (tu kleiz), Sterenn Le Guillou (tu dehou) hag o c’hamaladezed kan-ha-diskan, pa oant er skolaj.
Fulenn, o c’hanaouenn
Video o arvest da vare abadenn Eurovision Frañs :
Setu ur video evit kanañ en ul lenn ar pozioù (gant an droidigezh c’hallek !)
E 1996 e oa bet ur ganaouenn vrezhonek dija war renk an Eurovision ! Sell ‘ta dindan :