Deskrivadenn
Deuet eo an noz. Ur gorventenn a zo o tont war ar vro.
E ti e dud, dilezet bremañ, en deus kavet Dimitri bod etre daou vare a skoazell repuidi en estrenvro. Seniñ a ra ar pellgomzer. E penn all, ur grennardez, Audrey. N’en em anavezont ket. Ha koulskoude… E-kreiz un nozvezh teñval hag ankenius, setu an daou zen liammet dre o eskemm, a zeu da vezañ evel un dramm…
Kelenner war ar brezhoneg eo betYANN-FANCH JACQ, er skolaj hag el lise Diwan. 10 romant evit an dud gour en deus skrivet, hag un ugent bennak evit ar re yaouank. Meur a wech eo aet Priz ar Yaouankiz gantañ. Skrivañ ‘ra kalz ivez evit ar gazetenn sizhuniek m’eo kenurzhier outi, Ya !
2020 – Dastumad Aes da lenn – 44 p. – 11×18 cm – Golo gwevn
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.