Deskrivadenn
Gant ar c’harned-beaj DIVYEZHEK « PACHAMAMA » ez eer war-zu peizanted Suamerika a stourm evit derc’hel da labourat an douar hag evit gounit o c’hreun gant se pa vez muioc’h-mui a embregerezhioù etrebroadel a vouedc’hounerezh. Gant e 52 zourlivadur o taolenniñ dremmwelioù, atantoù, savadurioù ha tud e fell dezhañ ober ton d’an atantoù bihan-se a ra gant had hengounel, e-liamm start gant douar ar vro, a ro danvez-magañ hep ma vefe ezhomm eus kimiezh an trelosk nag eus c’hoari sorser gant ar genoù.
Abaoe pevar bloaz e vev Herve Yaouank e Penn-ar-Bed, grafour ha skeudennaouer eo. Kemer perzh e seveniñ skritelloù pe flyers a ra. Dedennet eo ivez gant skeudennaouiñ loened ha plant, pe c’hoazh gant an design, sanket don m’eo an tresañ en den. Met da gentañ penn e kar an arzour-mañ ar beajoù hag an dourlivañ. Diwar an daou entan-mañ ez eus deuet meur a garned-beaj hag ur bern diskouezadegoù dezhañ. Levrioù evit ar vugale en deus graet ivez ha labourat a ra bremañ e-giz skrivagner sinopsizoù ha senarioioù da-geñver an abadenn “Mouchig Dall“.
Embann divyezhek – 230 x 210 mm – golo soupl – spirale
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.