Deskrivadenn
Lorc’h a zo e Malo da vezañ ur paotr bras. Ha brav eo e vuhez er gêr… Met n’eo ket ken brav evit e c’hoar vihan ! Lakaat a ra an istor-mañ da brederiañ war plas ar merc’hed hag ar baotred er gêr – kudenn a vremañ atav – ha penaos eo treuzkaset. Ar skeudennoù zo savet gant an urzhiataer ha degas a reont fent d’an istor.
Marido Viale he deus beajet kalz, ha bevet he deus tramor e-pad muioc’h evit c’hwezek vloaz. Goude ouzh- penn ugent vloaz o labourat en un apotikerezh e tiviz cheñch buhez. Dizoloiñ a ra an albomoù evit ar yaouankiz. Abaoe an amzer-se e skriv hep ehanañ, kontadennoù, istorioù, rimadelloù, haiku-ioù, romantoù, evit ar re vihan hag ar re vras. http://contistoire.blogspot.com
Tresañ a ra Tataninig (Annaig Bourhis) goude bezañ kroget gant an oberenn « Les lavandieÌ€res de la nuit » gant Anatole Le Bras. Da c’houde e tiskrog un diplom en arzoù e Naoned, er skol Pivaut. Labourat a ra evel grafourez e bed ar moulañ e-pad un dek bloavezh bennak. Met dont a ra c’hoant dezhi mont pelloc’h. Diskoueziñ a ra he labour war marc’hadoù an artizaned, sevel a ra frizennoù, ha tresañ a ra albomoù evit ar yaouankiz. http://tataninig.blogspot.com
2011, dastumad Kentañ Lennadenn, 24 p., ment 200×200 mm.
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.