Deskrivadenn
Abaoe bloavezhioù bremañ e labour Hakim Moujaat en-dro d’an deskiñ ha d’ar bedagogiezh, gant bugale a bep seurt oad : bugale klasoù mamm koulz ha bugale klasoù kentañ derez. O vont gant an hent-mañ eo en em gavet gant bed al levrioù ha klasket en deus tennañ gounid deus outo ar muiañ ma c’helle, ken anat dezhañ e oant pouezhus-kenañ da-geñver e vicher. E-kichen Pariz emañ H. Moujaat o chom. Eno e kendalc’h da labourat gant ar vugale ha da sevel istorioù pedagogel evito.
Ganet eo Gwenole Le Dors en Alre, e 1974, hag emañ bremañ o chom e Plunered. E vicher eo tresañ abaoe 2001 hag ar memes bloavezh e oa kroget da dresañ evit ar gazetenn Rouzig. Kenderc’hel a ra da ziskouez e labour enni en deiz a hiziv c’hoazh. Eus un tu all e kemer perzh Gwenole en embanndurioù hag en darvoudoù aozet gant Vide Cocagne tro-dro d’ar bannoù-treset. Sikouret en deus anezho da zont da vezañ ur gwir ti-embann. Graet en deus ivez skeudennoù evit Ouest France hag evit meur a gazetenn evit ar vugale. Ouzhpenn d’an holl obererezhioù-mañ e ya ingal er skolioù da vuheziñ atalieroù bannoù-treset, abaoe 2013.
http://gwenole.ultra-book.com/
2014, dastumad Bihan-Bihan, 24 p., ment 200 x 200 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.