02 98 26 87 12
rsstop facebooktop twittertop mailtop

Klask un titl



Urzh prenañ

goullo eo ho paner bremañ.

||
Ar gwenan a ra mel - Troioù-kaer RouzigAr Morgazh

Ar gwenan a ra mel - Troioù-kaer Rouzig


Ar gwenan a ra mel - Troioù-kaer Rouzig

priz unan: 4,00 €

Ur goulenn ?

Dastumad Troioù-Kaer Rouzig : Un dastumad levrioù nevez vit ar vugale a zo etre 4 hag 8 vloaz. Un dibab e-touez plankennoù embannet er gazetenn Rouzig a vo kavet dindan stumm levrigoù !
Ar Gwenan a ra Mel : Komprenet en deus Rouzig pegen pouezus eo sikour ar gwenan da chom bev. Mont a ra neuze da gutuilh bleunioù. Siwazh...

An oberour, Christophe BABONNEAU
E Naoned eo ganet, e 1967. Ur stummadur treser bruderezh en deus graet e skol Pivaut Naoned, etre 1986 ha 1989. Labouret en deus e-pad un nebeud bloavezhioù e-giz maketenner, goude e servij soudard. Er Morbihan eo aet da chom e 1998 hag en deus kenlabouret eno gant an treser René Le Honzec war an dastumad Histoire de Bretagne en BD evel liver hag eil treser (rannoù 4, 7 hag 8) ha war an dastumad Histoire de France en BD (rannoù 1 ha 2) ivez, met n'eo ket aet ar raktres-mañ betek penn. Adalek ar bloavezh 2000 en deus skeudennaouet Christophe kontadennoù dindan stumm bannoù-treset ha krouet bep miz unan da vezañ embannet er gazetenn Rouzig (gant KVB) : Troioù-Kaer Rouzig just a-walc'h ! Ingal eo bet o labourat gant anti-embann-se. Skeudennaouiñ istorioù e Rouzig, krouiñ ul lizherenneg, kenlabourat war Dindan selloù Grallon/ Sous le regard de Gradlon, ijinañ ha tresañ bannoù-treset Naggeneen er gazetenn Louarnig... Adalek 2002 e kenlabour e-pad daou vloaz da sevel ar gelaouenn daouviziek Granites a embann pennadoù ha keleier a-zivout an troioù-bale e Breizh. Enni e ra tresadennoù da skeudennaouiñ karnedoù-hent Flaubert ha Descamp. Aozer skeudennoù ur rummad 11 plankenn diwar-benn faon ha bleuniadur Breizh eo ivez. E peder yezh int bet troet (brezhoneg, saozneg, latin ha galleg).

2016, Troioù-kaer Rouzig, 8 p., 150 x 150 mm







Dedennet e c'hellit bezañ gant ar produioù-mañ

An touseg koantik - Troioù-kaer Rouzig
An touseg koantik - Troioù-kaer Rouzig
4,00 €


Création Site Internet Brest Finistere Mento Communication & Publicité

Maison d'édition langue bretonne livre breton - brezhoneg - roman breton - albums bretons - BD Bandes-dessinees en breton - YA! - YA - Rouzig - Louarnig - Editions jeunes - Edition Finistère Bretagne journal breton - journaux bretons - plijadur bilingue divyezh diwan dihun - prix priz ar vugale - priz ar yaouankiz