02 98 26 87 12
rsstop facebooktop twittertop mailtop

Klask un titl



Urzh prenañ

goullo eo ho paner bremañ.

||

Livres 6-10 ans feed

                            Al laou zo deuet en-dro !
 

Al laou zo deuet en-dro ! - 5,00 €

 

Al laou zo deuet en-dro e pennoù Olwenn hag Aziliz. Graet eo o soñj gant Tadig ha Mammig : touzet e vo o blev. Ma Doue ! Dav eo kavout un diskoulm all buan…





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            An dec'hadenn - Pourmenadenn Yaya #1
 

An dec'hadenn - Pourmenadenn Yaya #1 - 10,00 €

 

Bro-Sina 1937. Dont a ra ar Japaniz tre e Shangai, 'pezh a lak miliadoù a Sinaiz hag a Gornogiz o doa kavet goudor en dilezadurioù da dec'hout kuit. E-kreiz reuz an emgannoù e teu daou vugel da vezañ mignoned, padal e vev an eil pell eus bed egile : merc'h ur c'henwerzhour sinat pinvidik eo Yaya ha Tuduo zo ur paotr yaouank a vev er straedoù.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            An euzhvil gwir
 

An euzhvil gwir - 5,00 €

 

Jo zo ur paotrig dall : morse n’en deus gellet mont da bourmen e unan. Un deiz, p’emañ aet kuit e vamm da welet he c’hoar, ez a Jo er maez betek ul lenn. Lenn al Loch Ness...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            An touseg koantik - Troioù-kaer Rouzig
 

An touseg koantik - Troioù-kaer Rouzig - 4,00 €

 

Un dibab e-touez plankennoù embannet er gazetenn Rouzig a vo kavet dindan stumm levrigoù !

An Touseg Koantik : Fellout a ra da Rouzig saveteiñ an tousegi diouzh dañjer ar c’hirri-tan, met n’eo ket dres ‘pezh a c’hortoze a c’hoarvezo...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Ankou da viken
 

Ankou da viken - 5,00 €

 

Penaos eo deuet Charlez da vezañ un ankou da unnek vloaz ? En em gavout a raio gant ar marv, an diaoul, ur velc’houedenn heugus...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Ar brizoniadez - Pourmenadenn Yaya #2
 

Ar brizoniadez - Pourmenadenn Yaya #2 - 10,00 €

 

Shanghai, 1937. Prizoniadez eo Yaya. Dizoleiñ a ra bed kuzh Zhu, den drouk anezhañ, hag e sekred spontus ! A-benn saveteiñ e vignonez nevez e seblant Tuduo ober ar pezh a c'houlenn e vestr digantañ... Met ur raktres all en deus e gwirionez...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            Ar Guzhiadell
 

Ar Guzhiadell - 5,00 €

 

Ur plac'hig vihan, Nolwenn, he deus mil boan da c'houzañv he leztad. Ober a ra pep tra evit bezañ displijus en e geñver. Betek an devezh ma sikouro al leztad ar plac'h yaouank da guzhat he mestaol : ur pakad sigaretennoù.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Ar gwenan a ra mel - Troioù-kaer Rouzig
 

Ar gwenan a ra mel - Troioù-kaer Rouzig - 4,00 €

 

Ar Gwenan a ra Mel : Komprenet en deus Rouzig pegen pouezus eo sikour ar gwenan da chom bev. Mont a ra neuze da gutuilh bleunioù. Siwazh...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Ar Sarpant Bihan
 

Ar Sarpant Bihan - 5,00 €

 

Kuzhet eo en ur vougev ha klevout a ra an trouzioù graet gant ar re a ya da bourmen war an oad...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            Ar Voest
 

Ar Voest - 5,00 €

 

Gant un troer-biñsoù eo deuet Youenn d'ar skol. Kerkent ha deuet poent an ehan eo krog ar strollad paotred yaouank da doullañ douar ar porzh gantañ, pep hini d'e dro. A-greiz holl e stok unan anezho ouzh un dra galet...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Arzhur Hag An Evn
 

Arzhur Hag An Evn - 5,00 €

 

Ur gefridi a-bouez en deus Arzhur, mont gant e gi Lamri da glask ar Graal. Met n’eo ket ken aes se. Da gentañ o deus naon. Goude eo dav saveteiñ un evn, ober war e dro, boueta anezhañ... Hag amzer a chomo evit ar Graal ?





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Avañturioù Zett
 

Avañturioù Zett - 5,00 €

 

Mont da gerc’hat bleunioù evit ar skolaerez, da staotañ en erc’h dindan al loar, da welet an ebeul nevez ganet, da sankañ ur gwenneg en douar evit lakaat an arc’hant da ziwanañ. Gant Zett e teu pep tra da vezañ un avañtur !





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            Beaj vat
 

Beaj vat - 5,00 €

 

Un huñvre zo gant Djebril : tec’hout kuit eus ar vro evit mont en Europa. Met trist eo e vignon Moussa : graet en deus dija ar veaj, ha rediet eo bet da zont en-dro er C’hameroun goude bezañ bet tapet gant ar polis. Kollet en deus spi en ur vuhez gwelloc’h.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Bugel ar glav
 

Bugel ar glav - 5,00 €

 

Amako zo o vont d’ar skol, gwasket un tamm he c’halonig. Ha perak ‘ta gwasket dreist-holl er mintin-mañ ? Hiziv, evel bep Meurzh vintin, e vo kentelioù haiku gant Mestr Matsuda...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            C'hoari bouloù - Troioù-kaer Rouzig
 

C'hoari bouloù - Troioù-kaer Rouzig - 4,00 €

 

C'hoari Bouloù : Kousket eo Rouzig. E-keit-se emañ Paolig ha Lenaig o c’hoari bouloù en e gichen. N’eo ket plijet ar c’hi gant an doareoù-se avat !





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            C'hoarzh ar skeud
 

C'hoarzh ar skeud - 5,00 €

 
– Tuân ! Kim-Xuyên ! Emañ ho tadoù o tistreiñ eus ar brezel !
– Va zad din-me zo distroet d’ar gêr abaoe pell zo dija... a respont ar paotrig.
Hag emañ Tuân o kontañ gevier ?




Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Deiziadur paotr-al-lizhiri - Troioù-kaer Rouzig
 

Deiziadur paotr-al-lizhiri - Troioù-kaer Rouzig - 4,00 €

 

Setu erru paotr-al-lizhiri gant a bep seurt deiziadurioù. Met diaes eo da Lenaig ha da bPaolig sevel a-du an eil gant egile, ha dibab unan hepken.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Den Bleiz
 

Den Bleiz - 5,00 €

 

Sot eo Bruno gant ar c'hoarioù video. Met a-dao trumm eo trapet gant un den bleiz. Met piv eo hemañ ? Hañval a ra dezhoñ anavezout e dad... Un istor gant lusk, hag eo diaes d'ober an diforc'h etre ar wirionez hag ar faltazi...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            Deomp slowly
 

Deomp slowly - 5,00 €

 

Slowly n'eo ket ur jav evel ar re all. Dre chañs evit ar marc'heger bihan a zo war e gein. Gouzout a ra an daolenn lieskementiñ hag ur bern traoù all...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Dindan selloù Grallon
 

Dindan selloù Grallon - 12,00 €

 

Iliz-Veur Kemper. A-hed an devezh e vez tud paseal en he c'hichen hep teurel pled outi. Kalz a ditouroù a vo kavet diwar he fenn el levr « Dindan selloù Grallon », istor ur paotr yaouank a ya da weladenniñ an iliz-veur gant e dad-kozh. Hemañ a gont d'e vab-bihan un darvoud souezhus a oa c'hoarvezet pell zo... Al levr-mañ a zo anezhañ e galleg ivez : Sous le regard de Gradlon.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 




Niver a bajennoù dre zisoc'h   
Disoc'hoù 1 - 20 Diwar 57
Création Site Internet Brest Finistere Mento Communication & Publicité

Maison d'édition langue bretonne livre breton - brezhoneg - roman breton - albums bretons - BD Bandes-dessinees en breton - YA! - YA - Rouzig - Louarnig - Editions jeunes - Edition Finistère Bretagne journal breton - journaux bretons - plijadur bilingue divyezh diwan dihun - prix priz ar vugale - priz ar yaouankiz