02 98 26 87 12
rsstop facebooktop twittertop mailtop

Klask un titl



Urzh prenañ

goullo eo ho paner bremañ.

||

Livres 16 ans et plus feed

                            Aet on
 

Aet on - 6,00 €

 

Kemeret meus un nebeut dilhad, ur sac’h-kein, ur pallenn, an arc’hant a oa er voestig war an estajerenn, ha... setu. Aet on.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Akina
 

Akina - 5,00 €

 

Setu ul levr E GALLAOUEG ! Gant ur Mestr Haiku kozh he deus kejet Akina. Dre se e cheñcho tamm-ha-tamm he fourmenadenoù... betek an devezh ma kemero he barr-livañ.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            An dec'hadenn - Pourmenadenn Yaya #1
 

An dec'hadenn - Pourmenadenn Yaya #1 - 10,00 €

 

Bro-Sina 1937. Dont a ra ar Japaniz tre e Shangai, 'pezh a lak miliadoù a Sinaiz hag a
Gornogiz o doa kavet goudor en dilezadurioù da dec'hout kuit. E-kreiz reuz an
emgannoù e teu daou vugel da vezañ mignoned, padal e vev an eil pell eus bed egile :
merc'h ur c'henwerzhour sinat pinvidik eo Yaya ha Tuduo zo ur paotr yaouank a vev
er straedoù.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            Ar brizoniadez - Pourmenadenn Yaya #2
 

Ar brizoniadez - Pourmenadenn Yaya #2 - 10,00 €

 

Shanghai, 1937. Prizoniadez eo Yaya. Dizoleiñ a ra bed kuzh Zhu, den drouk anezhañ, hag e sekred spontus ! A-benn saveteiñ e vignonez nevez e seblant Tuduo ober ar pezh a c'houlenn e vestr digantañ... Met ur raktres all en deus e gwirionez...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Ar Morgazh
 

Ar Morgazh - 6,00 €

 

Lazhet zo bet ur gazetennerez italian. Oc’h ober un enklask diwar-benn un trafikerezh danvez pistrius kaset da Somalia e oa. Karget eo polis Italia eus an afer. Un istor diazezet war fedoù gwir...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Ar voul strink
 

Ar voul strink - 5,00 €

 
Grival et ses amis se retrouvent dans un pays inconnu. Rapidement, ils vont comprendre qu'il s'y passe quelque chose de bizarre.




Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            Azigoragazar
 

Azigoragazar - 6,00 €

 

Evel bep minitin e oan war an hent Kemper. Teknisian gorreadoù on er prefeti, e servij an aotreoù-bleniañ. Peder eur e oa. Da bemp eur nemet kard e krogan gant ma labour. Glav-pil-polos a oa oc'h ober ha barradoù grizilh kaset gant un avelaj diroll. O kiañ e oa ar rozelloù.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Balafenn Houarn
 

Balafenn Houarn - 6,00 €

 

Ur plac'h pennek ha digourdi eus Brest eo Patricia, gouest da vevañ penn-kil-ha-troad, memes pa dro fall an huñvre. Un danevell vuhez fromus maget gant ar boan hag ar spi.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Beaj Lakvern
 

Beaj Lakvern - 6,00 €

 

E eñvorennoù koshañ an dud e oa dija an diouganerien, tud a zibab henchañ o buhez hervez an darvoudoù da zont. Unan anezho e vo Lakvern. Emañ ar paotr o kregiñ gant e gentel ziwezhañ, ur veaj-deskoni a cheñcho e vuhez. Hag hini ur vro a-bezh.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            Brezel An Dour
 

Brezel An Dour - 6,00 €

 

An dour, ur gudenn en amzer a-vremañ. N’eo ket kevatal an holl dirak kudenn an dour. Ha gwashoc’h e vo c’hoazh en amzer da-zont, evit ar broioù, evit an dud...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Chase Vaeleg - Abzael
 

Chase Vaeleg - Abzael - 6,00 €

 

En ur vro skoet gant ar brezel e ra Vaeleg e hent, o tistruj kement tra dre ma ya. Met muntroù ar suner-gwad a unano daou enebour : p’ eo bet lazhet familh Wilhelm gant Vaeleg e vo sikouret ar paotrig gant Abzael, ur chaseour-euzhviled.

Goude bezañ bet lennet kalz-kalz a levrioù faltazi evel "Aotrou ar Gwalennoù" hag ur bern re all en deus kroget Umran ASOVAR da skrivañ un nebeud danevelloù. Setu amañ Chase Vaeleg/Abzael, e oberenn gentañ, an hini he deus roet c'hoant dezhañ da skrivañ reoù all...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Chase Vaeleg - Wilhelm
 

Chase Vaeleg - Wilhelm - 6,00 €

 

E breizhoù a ra “Kalonskorn” outañ. Diseblant e chom an Herzi, koulz pa vez o chaseal euzhviled ha pa vez o c'houzañv dispriz ar re bet gwarezet gantañ. Koulskoude, p'en em gav dirak Vaeleg, muntrer e familh, e teu ar chaseour da vezañ ar paotr Wilhelm en-dro. Ha leun e galon a gounnar. Hogen deuet eo ar suner-gwad da gemenn emañ an dañjer o tostaat. Ret e vo d'an daou chaseour kenlabourat.
Evit ma vefe diskuilhet an holl sekredoù e vo ret heuliañ Vaeleg betek ar penn diwezhañ.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            Chase Vaeleg - Eymrin
 

Chase Vaeleg - Eymrin - 6,00 €

 

"Ar chase hag an hudouriezh a zo an div flammenn a domm kalon an Herzhi'n. Hag a dev e gorf.” Eymrin, an Tremener. Tri bloaz war-'n-ugent a-raok ma gejfe Abzael gant Wilhelm e krogas chase Vaeleg, pa oa Abzael diskibl ar brasañ mestr-Herzhi a vefe bet : Eymrin an tremener.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Daou dre gant
 

Daou dre gant - 6,00 €

 

Peder danevell etre Irak, karterioù diaes ur banlev, un ti war ar maez hag ur geriadenn e Monjerbia. Ur veaj a-vremañ en ur bed a zo tost a-walc'h ouzh hini 2012.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Dek morian bihan
 

Dek morian bihan - 9,00 €

 

Ar romant polis gwerzhet ar muiañ er bed : ouzhpenn 100 milion a skouerennoù ! Dek... Dek den e-barzh ur maner digenvez war un enez a-vaez da aod an Devon bodet gant un den kevrinus anvet “U. N. Owen”. E-pad koan e vez tamallet ouzh pep hini anezho, gant ur gemennadenn enrollet, kuzhat ur sekred kablus.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            E kornig ma c'halon
 

E kornig ma c'halon - 6,00 €

 

Un tamm drol ez eo echuet ar bloavezh. Pep hini zo deuet d'e dro betek al lise, amzer da dremen an arnodenn dre-gomz. Evit an arnodennoù dre-skrid hon eus bet ar santimant da vezañ tremenet an eil e-kichen egile. N'hon eus ket bet amzer d'en em gavout, e gwirionez. Nemet amzer ur banne chokolad, en ur c'hafedi, en tu all d'ar straed. Hag echu.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Eus an eil steredenn d'eben
 

Eus an eil steredenn d'eben - 6,00 €

 

Dibabet o deus daou zen yaouank kuitaat o bed urzhiet mat evit mont da gantren dre an egor.  Avanturioù fentus ha souezhadennoù diniver a vo bevet ganto.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Fake in China
 

Fake in China - 6,00 €

 

«Finnoc’h eget al Louarn, n’eus ket !» a estlammas Alistair Louarn d’e vignon Yann Picoult. Gwelet e vo penaos en em denn al Louarn-se o kemer plas e vignon e-barzh ur vro dianavezet penn-da-benn gantañ...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            Fur ha foll
 

Fur ha foll - 6,00 €

 

Setu skridoù savet war ar prim peurliesañ da geñver darvoudoù nevez c'hoarvezet.
Un doare da gomz diwar-benn an nevezintioù en un doare goapaus, flemmus... pe siriusoc'h. Ar pezh a glev hag a lenn ar skrivagner diwar-benn ar c'heleier a laka anezhañ da lavaret e soñj dre ur skrid a faltazi awenet gant ar c'heleier-se, un doare preder. Klask a ra ar hemañ skrivañ en un doare poblek ha reizh, aes da lenn evit ar re zo o teskiñ ivez. An holl danevelloù zo bet embannet e Ya ! Perak embann anezho en ul levr neuze ? Aesoc'h d'an dud o lenn evel-se, en ur stumm brav.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Gerioù-kroaz
 

Gerioù-kroaz - 5,00 €

 
100 ger-kroaz - Plijout a ra deoc'h c'hoari gant ar gerioù... Anavezout mat a rit ar brezhoneg... Tapit ur c'hreion ha bec'h de'i !




Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 




Niver a bajennoù dre zisoc'h   
Disoc'hoù 1 - 20 Diwar 44
Création Site Internet Brest Finistere Mento Communication & Publicité

Maison d'édition langue bretonne livre breton - brezhoneg - roman breton - albums bretons - BD Bandes-dessinees en breton - YA! - YA - Rouzig - Louarnig - Editions jeunes - Edition Finistère Bretagne journal breton - journaux bretons - plijadur bilingue divyezh diwan dihun - prix priz ar vugale - priz ar yaouankiz