02 98 26 87 12
rsstop facebooktop twittertop mailtop

Klask un titl



Urzh prenañ

goullo eo ho paner bremañ.

||

Livres 11-15 ans feed

                            Abati an Aon
 

Abati an Aon - 6,00 €

 

Goude emgann An Alre e kemer Duncan O'Hara penn an hent, mennet mat ma 'z eo da adkavout e dad. War-zu Abati an Aon e vo kaset gant e enklask. Eno eo toullbac'het Sinead, an hudourez.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            An dec'hadenn - Pourmenadenn Yaya #1
 

An dec'hadenn - Pourmenadenn Yaya #1 - 10,00 €

 

Bro-Sina 1937. Dont a ra ar Japaniz tre e Shangai, 'pezh a lak miliadoù a Sinaiz hag a
Gornogiz o doa kavet goudor en dilezadurioù da dec'hout kuit. E-kreiz reuz an
emgannoù e teu daou vugel da vezañ mignoned, padal e vev an eil pell eus bed egile :
merc'h ur c'henwerzhour sinat pinvidik eo Yaya ha Tuduo zo ur paotr yaouank a vev
er straedoù.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            An ti-karr liesliv
 

An ti-karr liesliv - 6,00 €

 

Etre gwirionez ha faltazi, etre hun ha dihun, etre daou hent da zibab, etre an eürusted hag an anken, met atav ar spered troet war-zu... ar frankiz. Setu amañ pevar skrid berr hag a ya d’ober ul levr stank ennañ merkoù an amzer dremenet, an darempredoù etre an dud, ar blijadur da vezañ asambles.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            Ar Morgazh
 

Ar Morgazh - 6,00 €

 

Lazhet zo bet ur gazetennerez italian. Oc’h ober un enklask diwar-benn un trafikerezh danvez pistrius kaset da Somalia e oa. Karget eo polis Italia eus an afer. Un istor diazezet war fedoù gwir...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Avalon
 

Avalon - 6,00 €

 

War ur pont maen e oa Sinead, Duncan ha Luigi. Treuzet o doa ur gêriadenn, hag e gwirionez e oant kollet. Ne welent ket mui trolinennoù uhel ar menezioù o begoù goloet gant erc'h peurbadel. Ankeniet e oa Luigi. Ne anaveze ket an hent-mañ ha, goude daou zevezh war ar varc'h, ne ouie ket gant peseurt hini ez ae an tri c'humpagnun. Ouzhpenn-se en doa merzert an templour roudoù kezeg war an douar glebiet gant ar glav.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Azigoragazar
 

Azigoragazar - 6,00 €

 

Evel bep minitin e oan war an hent Kemper. Teknisian gorreadoù on er prefeti, e servij an aotreoù-bleniañ. Peder eur e oa. Da bemp eur nemet kard e krogan gant ma labour. Glav-pil-polos a oa oc'h ober ha barradoù grizilh kaset gant un avelaj diroll. O kiañ e oa ar rozelloù.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            Balafenn Houarn
 

Balafenn Houarn - 6,00 €

 

Ur plac'h pennek ha digourdi eus Brest eo Patricia, gouest da vevañ penn-kil-ha-troad, memes pa dro fall an huñvre. Un danevell vuhez fromus maget gant ar boan hag ar spi.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Beaj Lakvern
 

Beaj Lakvern - 6,00 €

 

E eñvorennoù koshañ an dud e oa dija an diouganerien, tud a zibab henchañ o buhez hervez an darvoudoù da zont. Unan anezho e vo Lakvern. Emañ ar paotr o kregiñ gant e gentel ziwezhañ, ur veaj-deskoni a cheñcho e vuhez. Hag hini ur vro a-bezh.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Bed Alastaaïr
 

Bed Alastaaïr - 5,00 €

 

Ur mil bennak a elfed a oa deuet d'o sikour da stourm ouzh ar warded o stankañ dezho an hent. D'ar poent-se eo e roas ar sorserez urzh d'ar wazed strobinellet ganti da vont d'en em gannañ.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            Brezel An Dour
 

Brezel An Dour - 6,00 €

 

An dour, ur gudenn en amzer a-vremañ. N’eo ket kevatal an holl dirak kudenn an dour. Ha gwashoc’h e vo c’hoazh en amzer da-zont, evit ar broioù, evit an dud...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Bro Gozh Mamadou
 

Bro Gozh Mamadou - 6,00 €

 

Vakañsoù an Hollsent. En hent emañ Fili evit adkavout e vamm e bro an Dogoned, er Sahel. Trouz brezel zo ahont, ha gwasoc’h c’hoazh gourdrouzet eo ar vro gant ar sec’hor... Daoust ha perak e vo degemeret ar skolajiad e Yendouma gant pennoù brasañ ar blanedenn ha gant mistri ar maskloù sakr ?





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Chase Vaeleg - Abzael
 

Chase Vaeleg - Abzael - 6,00 €

 

En ur vro skoet gant ar brezel e ra Vaeleg e hent, o tistruj kement tra dre ma ya. Met muntroù ar suner-gwad a unano daou enebour : p’ eo bet lazhet familh Wilhelm gant Vaeleg e vo sikouret ar paotrig gant Abzael, ur chaseour-euzhviled.

Goude bezañ bet lennet kalz-kalz a levrioù faltazi evel "Aotrou ar Gwalennoù" hag ur bern re all en deus kroget Umran ASOVAR da skrivañ un nebeud danevelloù. Setu amañ Chase Vaeleg/Abzael, e oberenn gentañ, an hini he deus roet c'hoant dezhañ da skrivañ reoù all...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            Chase Vaeleg - Wilhelm
 

Chase Vaeleg - Wilhelm - 6,00 €

 

E breizhoù a ra “Kalonskorn” outañ. Diseblant e chom an Herzi, koulz pa vez o chaseal euzhviled ha pa vez o c'houzañv dispriz ar re bet gwarezet gantañ. Koulskoude, p'en em gav dirak Vaeleg, muntrer e familh, e teu ar chaseour da vezañ ar paotr Wilhelm en-dro. Ha leun e galon a gounnar. Hogen deuet eo ar suner-gwad da gemenn emañ an dañjer o tostaat. Ret e vo d'an daou chaseour kenlabourat.
Evit ma vefe diskuilhet an holl sekredoù e vo ret heuliañ Vaeleg betek ar penn diwezhañ.







Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Chase Vaeleg - Eymrin
 

Chase Vaeleg - Eymrin - 6,00 €

 

"Ar chase hag an hudouriezh a zo an div flammenn a domm kalon an Herzhi'n. Hag a dev e gorf.” Eymrin, an Tremener. Tri bloaz war-'n-ugent a-raok ma gejfe Abzael gant Wilhelm e krogas chase Vaeleg, pa oa Abzael diskibl ar brasañ mestr-Herzhi a vefe bet : Eymrin an tremener.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Daou dre gant
 

Daou dre gant - 6,00 €

 

Peder danevell etre Irak, karterioù diaes ur banlev, un ti war ar maez hag ur geriadenn e Monjerbia. Ur veaj a-vremañ en ur bed a zo tost a-walc'h ouzh hini 2012.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            Daoulagad ar Werc'hez
 

Daoulagad ar Werc'hez - 6,00 €

 

Gant alc’hwez an haïku e vo digoret kalon an tudennoù, n’eus forzh peseurt skoilhoù a vefe war o hent : an toull-bac’h, al lentegezh, an hudouriezh... e vo c’hoazh en amzer dazont, evit ar broioù, evit an dud...





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Dindan selloù Grallon
 

Dindan selloù Grallon - 12,00 €

 

Iliz-Veur Kemper. A-hed an devezh e vez tud paseal en he c'hichen hep teurel pled outi. Kalz a ditouroù a vo kavet diwar he fenn el levr « Dindan selloù Grallon », istor ur paotr yaouank a ya da weladenniñ an iliz-veur gant e dad-kozh. Hemañ a gont d'e vab-bihan un darvoud souezhus a oa c'hoarvezet pell zo... Al levr-mañ a zo anezhañ e galleg ivez : Sous le regard de Gradlon.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Dorn dir
 

Dorn dir - 6,00 €

 

Un istor skiant-faltaziñ eo, hag a dremen en ur bed krennamzerel. Bez eo istor Rap'khan, ur paotr reizh, hag en em gav da glask war-lerc'h objedoù sakr evit gellout enebiñ ouzh an anaon.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 


                            E kornig ma c'halon
 

E kornig ma c'halon - 6,00 €

 

Un tamm drol ez eo echuet ar bloavezh. Pep hini zo deuet d'e dro betek al lise, amzer da dremen an arnodenn dre-gomz. Evit an arnodennoù dre-skrid hon eus bet ar santimant da vezañ tremenet an eil e-kichen egile. N'hon eus ket bet amzer d'en em gavout, e gwirionez. Nemet amzer ur banne chokolad, en ur c'hafedi, en tu all d'ar straed. Hag echu.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 

                            Emgannoù Duncan O'Hara
 

Emgannoù Duncan O'Hara - 5,00 €

 

Bloavezh 1341. Deuet eo Duncan da Vreizh evit adkavout roudoù e dad hag evit sikour ar Vretoned feal da Yann Monforzh en o stourm a-enep da Charlez Bleiz. Ha da heul Duncan, Luigi ur brezelour kozh ha Sinead un hudourez yaouank. Da stourm he do, hi ivez, ouzh Roy Black, an hudour kriz.





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar produ-mañ...
 
 

 

 




Niver a bajennoù dre zisoc'h   
Disoc'hoù 1 - 20 Diwar 51
Création Site Internet Brest Finistere Mento Communication & Publicité

Maison d'édition langue bretonne livre breton - brezhoneg - roman breton - albums bretons - BD Bandes-dessinees en breton - YA! - YA - Rouzig - Louarnig - Editions jeunes - Edition Finistère Bretagne journal breton - journaux bretons - plijadur bilingue divyezh diwan dihun - prix priz ar vugale - priz ar yaouankiz